Jakez ar borgn
  Articles de cette rubrique :
 
Tubchoù Jakez 

DIWAN 30 Lesneven

 

12 a viz Even 2011

 

Sal Kerjezel Lesneven

 

Padelez 30 munutenn

 

11 kanaouenn 2 vunutenn 30 pephini

 

 

  1. Blaz an douar ………… Mim

 

  1. Soubenn ar patatez ….. Mim

 

  1. Tud ar bed …………….. Mim

 

  1. Loened fall …………… Mi m

 

  1. Dre an tu fall …………. Sol m

 

  1. Ar C’hilimadeg ……. ….. Rém

 

  1. Deomp da bourmen …… Mim

 

  1. Ar bleiz diwezhañ ……….. Ré m

 

  1. Deomp atav ..…………….. Mim

 

  1. Frioù ……………………. Ré m

 

  1. Mobilet………………… La M

 

  1. Deiz ha bloaz laouen dit Diwan Leznen

 

 

 

 

 

 

 


 

Blaz an douar


Diskan :

 

Blaz an douar a zo ganti

Blaz an douar a zo ganti

Liv ar mor a zo warni

Divalav 'vez tachadoù

Gwall gaset a-wechoù

Gwall gaset a-wechoù

 

1

Brezhoneg, va yezh

Bezañ an-unanig

An dra-se n'eo ket aes

En ur vro ken gouez (x2)

 

2

Pa rank lakaat an dud

Da c'houzout n'eo ket mut

He fouez-mouezh a ziroll

Strakal 'ra en avel foll

 

3

Pa fring an troioù lavar

Gant ar fent, gant ar gounnar

'Vez ket pell ar goapaer

O kas an dorzh d'ar gêr

 

4

Pa rank kanañ laouen

E trid evel un delenn

O hadañ e pep kalon

An eurusted wirion


SOUBENN AR PATATEZ

 

Dec’h da noz em boa debret soubenn,

Soubenn ar patatez, patatez.

Dec’h am boa debret soubenn

Soubenn ar patatez

Ha va mamm ‘doa lâret din:

 

Diskan :

Dibab ul loa, dibab ul loa,

Dibab ul loa, dibab ul loa.

 

Er mintin-mañ em boa debret soubenn,

Soubenn ar patatez, patatez.

Ha va mamm ‘doa lâret din:

 

Bremañ ‘maon o tebriñ soubenn

Soubenn ar patatez, patatez.

Hag va mamm zo o lâret din

 

‘Maon o vont da zebriñ soubenn

Soubenn ar patatez, patatez.

Ha va mamm a lâro din:

 

N’em bo ket ken a soubenn:

Soubenn ar patatez, patatez.

Rak va mamm a zo o paouez

 

Diskan :

Lipat he loa, lipat he loa,

Lipat he loa, lipat he loa.


TUD AR BED

 

Diskan

Tud pinvidik ha tud paour

Toull o roched leun a aour

 

1

War bern lastez santiago

Vez ket boued vit antonio

Met City vez un aotrou

O tispakañ e villiardoù

 

2

Pa vez sec’hor er Rouanda

Vez bugale o’tav o lenvañ

E keit se e Kalifonia

Ar yaouankiz c’h en em strujañ

 

3

Yaouank flamm ez eo ar fulenn

Klask he arc’hant war ar riblenn

Ar paotr kozh gant e Ferari

En he ranndi kas anezhi

 

4

E Sumatra krennoù douar

O lakaat an dud en arvar

Hag e keit se e Malibou

Dabeuliou Bush e vakañsoù

 

 


Loened fall

 

Al louarn war e veno

Ouap dou bi dou ouap

En defe spered bras

Ouap dou bi dou ouap

Me lavar krenn ha kras

N’eus sotoc’h loen er vro

Ouap dou bi dou ouap

Ouap dou bi dou ouap

ou ou ou ou…..

 

An danvad diouzh e glevet

Ne rafe droug da zen

Me soñj hennezh ‘ra ken

‘Met dispenn e genseurted

 

Ar pemoc’h ‘ta un all

Na pebezh tamm brabañser

‘Zo dreber kaoc’h ar flaerier

Ha c’hoazh e gred va zamall

 

Ha bremañ tro ar c’hi

Atav stag ouzh e log

A sent ouzh mistri rok

Ouzh ar chas ‘m eus ket avi

 

Ar c’hazh ker spontus all

A vez o lazhañ logod

Pa n’eus ket bet e lod

Kerkent e krog da viaoual


DRE AN TU FALL

 

Ar bed a dro a dro a dro a dro a dro

Diskan: Ar bed a dro a dro a dro a dro a dro

Ar bed a dro a dro a dro dre an tu fall

Diskan: Fall fall

A dro dre an tu fall! O! Biskoazh kement all

Diskan: A dro dre an tu fall! O! Biskoazh kemend-all

 

1

Ar vugale er Rwanda

Atav oc’h en em zrailhañ

 

2

Soudarded e Bro Irak

Tan ha kurun ken na strak

 

3

Bugale eus ar re vihanañ

E stalioù kloz o poaniañ

 

4

Milionoù a dud paour

Ur c’hant gant ur bern aour

 

5

OGM hag ESB

Distrujet korf hag ene


AR C’HILIMADEG

 

Kaner :

Ar C'hilimadek zo ur ster O fulhañ ludu a bep tu

An holl :

Ar C'hilimadek zo ur ster O fulhañ ludu a bep tu

Kaner :

O tont eus a Wineveter Leun ha nitrat

An holl :

Hag a fosfat

Kaner :

 O fulhañ ludu a bep tu

O fulhañ ludu a bep tu

An holl :

O fulhañ ludu a bep tu

O fulhañ ludu a bep tu

2

Ar C'hilimadek zo ur ster

Gant leun a nitrat en e revr

3

Leun a nitrat  a fosfat

Hag an dra-se ne ket mat

4

Dastum a ra e Plouider

Al loustoni eus ar c'hreier

5

Dastum a ra e Lesneven

Leun ha voc'haj leun a vouilhenn

6

Dastum a ra e Kernouez

An dour vesell hag an anvouez

7

Dastum a ra e Sant Fregant

Seiteg frigo ha hanter kant

8

Dastum a ra e Gwiseni

Kaoc'h saout hag a wechou kaoc'h ki

9

Ha p’en em daol goude er mor

Ur c’hastad traoù zo en e reor




DEOMP DA BOURMEN

 

 

O ya, deomp

Da bourmen (3w)

O ya, deomp

Da bourmen

Betek ar broioù estren

1


Me a garfe mont da Dokio

Kêrbenn Bro-Japan

Pa c'hounezin el loto

Da brenañ ur c'harr-tan

Me 'garfe mont da Bekin

Kêrbenn Bro-China

Evit debriñ riz ha bezhin

Boued eus ar gwellan

 

2

Me 'garfe mont da Voskou

Kêrbenn Bro-Rusia

Evit strañiñ er marc'hajoù

Kaviar m'eus da brenañ

Me a garfe mont da Gebeg

Kêrbenn Bro-Gebeg

Rak eno e komzont galleg

Gwelloc'h 'get e Hañveg

 

3

Me a garfe mont da Londrez

Kêrbenn Bro-Saoz

Rak mogidell a vez bemdez

'N arnev a zo kaoz

Me 'garfe mont da Rosko

Kêrbenn Breizh-Izel

Naig Rozmor a zo eno

O c'hoari ar rimadell


 


Ar bleiz diwezhañ

 

Me eo ar bleiz diwezhañ

A zo e Breizh o vevañ

Ar re-all zo bet paket,

Barnet, krouget ha devet.

 

Tamallet ‘oa bet outo

Lonkañ holl deñved ar vro

Gwashañ ‘zo bugaligoù

Mammoù kozh ha merc’hedigoù

 

OU OU

 

Brasoc’h, gwashoc’h tamalloù

Ar bleiz, mevel an diaouloù

‘Gas d’ar sabat ar sorserien

Ar bleiz, genoù an ifern

 

Brasoc’h tamall ‘oa c’hoazh

Kas ar bed war an noazh

Lonkañ an heol hag al loar

Ankou, mestr war an douar

 

OU OU OU

 

Vito ‘z eus stignet pezhioù

Lasoù-krog, graet toulloù

‘N’o c’hig lakaet arsenik

Ha striknin en o lambig

 

6

Tud yudas dre ar c’hoadoù

Ganto a bep seurt armoù

Roet dezho arc’hant hag aour

‘Vit pakañ al loened paour (x 4)

 

 

 


 

 

Deomp atav

 

1

Deomp atav war an hent bras

E Breizh e chom kalz labour c’hoazh (x 2)

 

O la la la

La la la la la le no

O la la la

La la la la la lo (x 2)

 

 

2

Deomp d’ar red a-dreuz ar bed

Rak pobloù all a  ya da fall  (x 2)

 

3

Erru ar poent da vont en hent

Trawalc'h a glemm uhel an dremm

 

 

4

Deomp atav war an hent bras

E Breizh e chom kalz labour c’hoazh (x 2)

 

 

Diskan (x2)

 


 

 

 

FRIOÚ

 

Ur fri ledan en deus Jakez,

Ledanañ fri a zo er barrez.

Ur fri ledan en deus Jakez,

Ur fri da zouarañ patatez.

 

Diskan:

O ya da ! Dont 'raio an amzer.

O ya da ! Ma vezi brav.

O ya da ! Dont 'raio an amzer.

Daoust d’az kozh tamm fri divalav.

 

Ur fri hir en deus Paol,

Hirañ fri zo e Kastell-Paol.

Ur fri hir en deus Paol,

Ur fri mat da fourrañ kaol.

 

Un fri togn en deus Goulc’han,

Tognañ fri zo e Bro Bagan.

Un fri togn en deus Goulc’han,

Ur fri mat da bladañ amann.

 

Ur fri tort he deus Katell,

Tortañ fri zo e Breizh-Izel.

Ur fri tort he deus Katell,

Ur fri da zastum rigadell.

 

Ur fri kamm en deus Alar,

Kammañ fri zo e LocMelar.

Ur fri kamm en deus Alar,

Ur fri mat da gutuilh mouar.

 


 

VA MOBILET

 

Nemet pa 'z an gant va mobilet

Pa 'z an gant va mobi mobi mobi mobi mobilet teu

N'ouzon ket petra ‘zo krog gant ar merc'hed

Pa 'z an gant va mobi mobi mobi mobi mobilet teu

Sot pitilh int ganin, An holl o sellet ouzhin

Atav war benn o daoulin, Huguette ha Francette

Ha zoken Bernadette

 


1)

Va blev reut ha sec'h

War va fenn moan

A fring atav en nec'h

Evel lost ul loan

 

2)

Va genou ‘zo ken braz

Ha toull ar siminal

Pakañ ‘ra en e ziabarzh

A-bep seurt aneval

 

3)

Va divskouarn ‘zo ken ledan

Ha delioù kaol

Warno e azezan

Pa 'z an ouzh taol

 

4)

Va fri ruz tan glaou

Gant ar yenijenn

Betek Kastell-Nevez-Ar-Faou

A daol e sklerijenn

 

5)

Va divjod a zo ken ruz

Hag ur parkad sivi

Goloet gant gorioù druz

Gwashoc'h vit re Silvi

 

6 )

Ken bihan va ibilig

Ma 'z eo un druezh

Kemer a ra ur pennadig

Da gavout anezhañ em bragez


 


J'kaz !
0
Le Vendredi 29 Avril 2011Poster un commentaire
Newsletter
Campagne membre
orolaj
evezhiadennoù
  • Aucun commentaire
Fri Furch
Mes Statistiques
  • 1 connecté(s)
    Total de 20 618 visiteurs
    Site créé le 22/12/2007