Haut de page
Jakez ar borgn
Accueil » Testennoù/ textes du cd alato
  Articles de cette rubrique :
 

Ar bleiz diwezhañ

 

Me eo ar bleiz diwezhañ

A zo e Breizh o vevañ

Ar re-all zo bet paket,

Barnet, krouget ha devet.

 

Tamallet ‘oa bet outo

Lonkañ holl deñved ar vro

Gwashañ ‘zo bugaligoù

Mammoù kozh ha merc’hedigoù

 

OU OU

 

Brasoc’h, gwashoc’h tamalloù

Ar bleiz, mevel an diaouloù

‘Gas d’ar sabat ar sorserien

Ar bleiz, genoù an ifern

 

Brasoc’h tamall ‘oa c’hoazh

Kas ar bed war an noazh

Lonkañ an heol hag al loar

Ankou, mestr war an douar

 

OU OU OU

 

Vito ‘z eus stignet pezhioù

Lasoù-krog, graet toulloù

‘N’o c’hig lakaet arsenik

Ha striknin en o lambig

 

6

Tud yudas dre ar c’hoadoù

Ganto a bep seurt armoù

Roet dezho arc’hant hag aour

‘Vit pakañ al loened paour   (x 4)

Tags associés : bleiz, diwezhañ

J'kaz !
0
Vendredi 28 Décembre 2007Poster un commentaire

AR SPONTAILHOU

 

Diskan:

Hou hou setu Jakou

A zo graet gant restachoù

Hou hou setu Jakou

A zo roue ar spontailhoù

 

1  P’oan o furchal 'barzh ar vodenn

Em eus kavet ur boubellenn

P’oan o furchal 'barzh ar vodenn

Em eus kavet va fenn

 

2  O tont en-dro deus ar marc'had

Gant va botoù marc'hadmat

O tont en-dro eus ar marc'had

Em eus kavet va daoulagad

 

3  Ur wech aet tro kein an ti

On  bet pilet er poull pri

Ur wech aet tro kein an ti

‘Kreiz va fas em boa ur fri

 

4  Lakaet va fenn 'barzh ar pod

'Vit gellout lipat ar yod

Lakaet va fenn 'barzh ar pod

A bep tu em boa ur jod

 

5  Kroget 'm eus 'barzh ar pod-houarn

Lec'h ma poaze lost ul louarn

Kroget 'm eus 'barzh ar pod-houarn

Ha difoupet va divskouarn

 

6 ‘Barzh ar forn e oa kig-sall

Poazhet ‘barzh ur plad tefal

‘Barzh ar forn e oa kig-sall

A-us d’am fri eo deuet va zal

 

7  Pignet buan ‘oan en nec'h

Enno e kaven kolo sec'h

Pignet buan ‘oan en nec'h

Evit ober va divrec'h

 

8 ‘Vit va c'houzoug va muzelloù

En ho ti ma chom restachoù

Evit va c'houzoug va muzelloù

Buan da Jakou kasit keloù

Tags associés : sponthailou

J'kaz !
0
Vendredi 28 Décembre 2007Poster un commentaire

BRENNIG AR C’HURNIG

 

 

Er C’hurnig traoñv an teven

Ez zeus dek vrennigenn

 

Diskan :

Un taol nitrat, un taol fostat

Lalalala laleno

Hag an dra–se ra ket a vad

Lalalala lalo

 

Er C’hurnig traoñv an teven

Ez zeus nav vrennigenn

 

………eizh………

 
 

………seizh……….

Tags associés : brennig, churnig

J'kaz !
0
Vendredi 28 Décembre 2007Poster un commentaire
 

Blaz An Douar

Diskan :

Blaz an douar a zo ganti

Liv ar mor a zo warni

Divalav 'vez tachadoù

Gwall gaset a-wechoù

 

Brezhoneg, va yezh

Bezañ an-unanig

An dra-se n'eo ket aes

En ur vro ken gouez

 

Pa rank lakaat an dud

Da c'houzout n'eo ket mut

He fouez-mouezh a ziroll

Strakal 'ra en avel foll

 

Pa fring an troioù lavar

Gant ar fent, gant ar gounnar

'Vez ket pell ar goapaer

O kas an dorzh d'ar gêr

 

Pa rank kanañ laouen

E trid evel un delenn

O hadañ e pep kalon

An eurusted wirion

 

Ar garantez, pa gan

E liorzh ar gerioù tener

'Lak ar bleunioù da ziwan

War vuzelloù ar c'haner

 

A-dreuz ar c'hantvedoù

Dismegañs ha brezelioù

Deus graet eus ar brezhoneg

Ur yezh taer ha kaloneg

Tags associés : blaz, douar

J'kaz !
0
Vendredi 28 Décembre 2007Poster un commentaire
<< < 1 23
Newsletter
Campagne membre
orolaj
evezhiadennoù
  • Aucun commentaire
Fri Furch
Statistiques
  • 2 connecté(s)
    Total de 23 503 visiteur(s)
    Site créé le 22/12/2007