|
1 Ar glav diwar an hentig O skubañ va roudoù An daeloù war va divjod O riñsañ va soñjoù
Diskan Perlezennoù dislivet Ar vrugenn wasket O tiverañ e daeloù O rivañ va eñvorioù Tec’het ho frond Distroet du-hont En oaled torret an hud Sklaset an tan yud Krabiset eo va feiz Diwadañ ra va Breizh 2 Bloñset va divskoaz Gant lerenn va sac’h kein Koaget va c’halon Gant ar boan spered 3 Frailhet eo va falvoù Kignet va eñvorennoù Gant dornigell lemm Va c’hozh valizenn 4 Gwerzhioù an avel sal Gavotenn ar barroù dall An dañsoù-noz o ren Morse n’am lusko ken 5 Emgavet penn ar veaj Dibenn va bugaleaj Amañ e kloz an tiez Sparlet e ar vuhez 6 Amañ speredoù skorn Seizet an dorn ha dorn Amañ teñval an heol Mut ha naet an daol
Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Lénine a zo ouzh va gervel Sed an emgann diwezhañ stourmomp holl ha warc’hoazh E kerzho unanet ar pobloù skoaz ouzh skoaz Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Glenmor a zo ouzh va gervel Poent eo stagañ Bretoned gant stourm meur ar vro Poent eo skubañ an oaled kempenn an erv Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Beethoven a zo ouzh va gervel Pom pom pom pom Pom pom pom pom Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Johnny a zo ouzh va gervel Lakit an tan! O lakit an tan Lakit an tan! O lakit an tan Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred eo Vivaldi a zo ouzh va gervel Lalala lalala lala Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Zidane a zo ouzh va gervel Taolioù penn Taolioù penn Zidane en deus roet Taolioù penn Taolioù penn Zidane en deus kollet Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Madagascar a zo ouzh va gervel I like to move it move it , I like to move it move, I like to .........move it Me blij din fiñval fiñval, Me blij din fiñval fiñval, Me blij din .......... fiñval
Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Tri Yann a zo ouzh va gervel Dans les prisons de Nantes Lan di dou di dou da Di dou di lan di dou di dou da Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Servat a zo ouzh va gervel La voilà la blanche hermine, vive Fougère et Clisson La voilà la blanche hermine, vive Fougère et Clisson Ur pellgomzer hezoug o seniñ barzh va godell Me gred ez eo Sarko gwelloc'h ganin tevel
SPONTUS Spont spont spontus eo Ar bleiz a zo erro Spont spont spontus Deomp da guzhat en ti kolo Spont spont spontus eo Ar bleiz o c’haloupat Spont spont spontus eo Deomp da guzhat en ti koad Spont spont spontus eo Ar bleiz o tistrein ein Spont spont spontus eo Deomp da guzhat en ti mein Ouf
BLEUENN AN DAKENN Douar, dour ha tan Douar, dour ha tan O tañsal ar round pagan En-dro ar voull vihan En-dro ar voull vihan Bleuenn, an dakenn Zo laouen o pourmen ‘Barzh he c’houmoulenn A-us d’an draonienn. Bleuenn, ar baour-kaezh Erruet tal ar menez A grog da ouelañ dourek Ha glav bras e Hañvec . Kouezhet war an douar Troet da gailhar Treuziñ a ra kêr 'Vit Er mor p’eo erruet War an draezhenn en em ledet Gant ar c’hor troet da aezhenn Ha Bleuenn er goumoulenn
1 Dour, dour, dour Vit gwalc'hiñ an daouarn lous Dour, dour, dour, Vit livañ gloan dañvad dous 2 Tan, tan, tan, Vit sklerijennañ ho ti Tan, tan, tan, Vit ijinañ patati. 3 Douar, douar, douar, Vit hadañ geot ha bleunioù. Douar, douar, douar Vit sevel boloumigoù 4 Dour dour dour Vit gounit karotez ha pour Dour dour dour Vit gounit karotez ha pour 5 Tan tan tan Da dommañ e goan da Yann Tan tan tan Da dommañ e goan da Yann 6 Douar douar douar Vit kreskiñ mat d’ar mouar Douar douar douar Evit kreskiñ mat d’ar mouar
Barzhoniezh Milig Kaer he do c’hwezhañ Yudal klemm ha leñvañ Avel ar reter ne deuio ket a-benn Da gas kuit diwar va fenn Notennoù birvidik Barzhoniezh Milig Notennoù birvidik Barzhoniezh Milig Bep tro ma yae un dra a-dreuz Ar barveg ne rae ket an neuz Kerkent e plante ur pezhiad reuz Ha ne ‘z ae ket an tenn er c’hleuz Pa vezemp lakaet gant tudoù zo Da Vreizh atav, da golabo Distagañ rae sonenn al lorc’h Gouest d’ober ‘r pabor gant ur broc’h E ruz ‘deus livet morioù Breizh Gwarezet ‘nezho diouzh ar bleiz An douar du a oa e vantell E sae wenn Ar Mor Atlantel Kizellañ a rae pozioù aour ‘Vit skeiñ gant ‘r gaou, difenn ar paour Evel ar c’hilhog, mintin abred A glaske digeriñ deomp ar bed
Tud pinvidik ha tud paour Toull o roched leun a aour 1 War bern lastez santiago Vez ket boued vit antonio Met City vez un aotrou O tispakañ e villiardoù 2
E pep lec’h e Bro Irak
Tan ha kurun ken na strak Vit pep gouel vez e Pariz E vez tennet tan artifiz 3 Pa vez sec’hor er Rouanda Vez bugale o’tav o lenvañ E keit se e Kalifonia Ar yaouankiz c’h en em strujañ 4 Yaouank flamm ez eo ar fulenn Klask he arc’hant war ar riblenn Ar paotr kozh gant e Ferari En he ranndi kas anezhi 5 E Sumatra krennoù douar O lakaat an dud en arvar Hag e keit se e Malibou Dabeuliou Bush e vakañsoù 8 Amaziona vez distrujet An indianned a vez skarzhet Er Bodegas e Bro Sapgn Vez an dud o lonkañ champagn
Le Samedi 26 Décembre 2009Poster un commentaire
|
Rubriques
Mon profil
Newsletter
A découvrir
Campagne membre |
orolaj
evezhiadennoù
Fri Furch
Mes Statistiques
|