|
Emañ ar baotred o labourat er parkeier : seul vui ma labouront, seul vui e torront an ostilhoù. E-keit-se emañ ar maouezed er poull kannañ. Paotred : Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Nag a boan gant ar c’herreg Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Nag a boan gant ar c’herreg Merc’hed Hag an dra mañ dra hag an dra mañ a dro Hag an dra mañ dra hag an dra mañ a dro Petra ’zo a zo c’hoari ganto ? Paotred Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Trawalac’h gant ar c’herreg ! Merc’hed Hag an dra mañ dra ........... Paotred Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Torr penn ez eo ar c’herreg Merc’hed Hag an dra .......... Paotred Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Da sutal gant ar c’herreg Merc’hed Hag an dra ……… Paotred (asamblez) ‘N OSTILHOU A ZO TORRET!! NI A ZO VONT DA KOUSKET Merc’hed (asamblez) Adarre c’hoazh ur wech all c’hoazh Adarre c’hoazh ur wech all c’hoazh Ne c’heller ket padout pelloc’h Merc’hed ha paotred (asamblez) Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ni a gavo an doare Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ni a gavo an doare Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ha bec’h ! Ar Goulennoù (1’30”) Diviz etre ar skolidi hag ar vestrez skol. Ar skolaerez a zo sachet he evezh gant traoù all eget goulennoù ar skolidi O Lavarit deomp eta dimezell Perak ez eus kerreg e Plouarzel ? N’ouzon ket …. Penaos eo bet graet menhir Kerloas ? Ha peur ? Ha gant piou? Ha traoù all c’hoazh ? N’ouzon ket…. Daoust hag ez eus bet ramzed e Breizh? Ha pet e oa diouto? Nebeut pe e- leizh? N’ouzon ket…. Holl: Na pegen torr-penn sevel goulennoù Kerkoulz vefe deomp touzañ ar vioù Gwechall e oa, e Plouarzel, Kichen ar mor ur gêriadenn Holl: Opopop Gwechall e oa, e Plouarzel, Kerreg e kement terrouer Holl: Opala Gwechall e oa, e Plouarzel, Maouezed finoc’h eget ar baotred Holl: Alato Gwechall e oa, e Plouarzel, Ur ramz ken braz ha tour an iliz Holl: O na pegen kaer sevel goulennoù Dreist holl pa vez roet respontoù Ma selaouit mat ‘ klevoc’h an istor! Ma ne selaouit ket ne glevoc’h ket ! Prest eo ar boued. Emañ ar ramz o tostaat pe erruet eo war an dachenn. Diviz etre ar ramz hag ar bobl e keit m’emañ ar ramz o tastum ar vein RAMZ, RAMZ, RAMZ Ramz: Me eo ar paotr tev Naon am eus evel atav Me eo ar paotr tev A gav mat ar shamallao Ar bobl: Ramz, ramz, ramz Dez ket d’ober da gamambre Ramz, ramz, ramz Tout ar boued zo ‘vidout te Daouarn kalet evel ar vein Gouest da ziblasañ ar vein Daouarn kalet ‘vel an houarn Taol-evezh dit-te da skouarn Ramz, ramz, ramz Dez ket d’ober da gamambre Ramz, ramz, ramz Tout ar boued zo ‘vidout te Tevañ tra eo va c’hof Da zegemeret ar prof Krampouezh chouchenn kig ha farz Ha gant lipig leun e-barzh Ramz, ramz, ramz Dez ket d’ober da gamambre Ramz, ramz, ramz Tout ar boued zo ‘vidout te Diwar ur ganaouenn savet gant Youen Gouez ROUND Ar Mersi Bras (2'24) Mil bennozh doue dit te God O Fardi fardo Ar ramz ivez zo ur sapre paotr Falandindo Laouen bras ez eo an holl Ar re fur hag ar re foll Ne dorrimp ket ken an ostilhoù Pa vimp o arat dre ar pradoù Bremañ e c’hellimp troc’hañ ar foenn Ne chomimp ket da skrabañ c’hwenn Bremañ e c’hellimp gounid rezin Avaloù, sivi, kraoñ ha kistin Karotez, rabez ha patatez Piz bihan, kaol fleur ha tomatez An holl er barrez a zo laouen Bremañ e c’hellint debriñ soubenn Ur men-hir a zo er Plouarzhel A zo ken bras ha milin avel GOD 1- An heol a zo o paouez sevel Ha klevet e vez kan an avel An heol a zo o paouez sevel Ha klevet e vez kan an avel Kuzhet ar vougeo gant ar vrumenn Klevet a reer kan ar gaouenn Diskan: Tadaradiram Damdamdamdeno Tadaradidam Daramdamdo 2- Ha setu God, an ermit bras Daouarn fin, daoulagad glaz Blev hir rodellet ha gwenn-kann Ur vantell zu war e gorf moan 3- Pell zo e oan ouzh o c’hortoz Ur pennad mat eo echu an noz Prestig en emgavo ar paotr tev Da dennañ kuit ar vein divalo 4- Ar merc’hed a zo kontant bras Kuitaat a reont an ermit bras Gwiskañ a reont buan o mantell ‘Vit mont en dro trezeg Plouarzhel. HAG E PKI YOD Den 1: Kea muioc’h a-gleiz Den 2 : Kentoc’h en tu dehou Den 3: Chom kentoc’h e kreiz Den 4 : Digor bras da c’henou Den 1: Hag e paki Yod, Hag e paki yod An holl: Hag e paki yod, Hag e paki yod Den 1: Hag e paki yod o tont eus ar pod An holl: Hag e paki yod o tont eus ar pod Den 1: Dornadoù! An holl: Dornadoù Den 2: Loaiadoù! An holl: Loaiadoù! Den 3: Sac’hadoù! An holl: Sac’hadoù! Den 4: Kovadoù! An holl: Kovadoù!
Le Samedi 06 Février 2010Poster un commentaire
|
Rubriques
Mon profil
Newsletter
A découvrir
Campagne membre |
orolaj
evezhiadennoù
Fri Furch
Mes Statistiques
|