• 04 - Fañch Ar Paotr Kreñv

    FANCH AR PAOTR KREÑV<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Fañch ar paotr kreñv hag e vignon<o:p></o:p>

    'Oa tont en-dro eus ar pardon<o:p></o:p>

    Degouezhet ganto tri aotrou<o:p></o:p>

    Bet o vale war ar maezioù<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Diskan :<o:p></o:p>

    Fañch ar Pagan, kalet e graban<o:p></o:p>

    N'eo ket brav mont dindan e bav<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Ar re-mañ 'zouge levitenn<o:p></o:p>

    Tog Kerne-uhel war gern o fenn<o:p></o:p>

    Chupenn, lost pik ha bragoù berr<o:p></o:p>

    Gouest d'ober mezh d'ar c'hemener<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    O moustachoù a oa siret<o:p></o:p>

    Frizet, troñset ha pomponet<o:p></o:p>

    Hag en o dorn pep a vazh skañv<o:p></o:p>

    'Gasent en-dro en ur ganañ<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Ha pa weljont an daou baotr mat<o:p></o:p>

    En em lakjont d'o goapaat:<o:p></o:p>

    "Les pommes de terres pour les cochons<o:p></o:p>

    Les épluchures pour les bretons"<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    "Petra o deus c'hoant" eme Fañch Kreñv<o:p></o:p>

    Da bakañ an tri lakepod-se,<o:p></o:p>

    Hag eñ mont dezho goustadik<o:p></o:p>

    Ha tapañ krog en o lost pik<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Gant un taol-dorn war greiz e gein<o:p></o:p>

    E strink unan war ar bern mein<o:p></o:p>

    Gant un taol-dorn diwar e fri<o:p></o:p>

    E strink un all e-touesk ar pri<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Gant un taol-dorn diwar e revr<o:p></o:p>

    E strink un all e-barzh ar stêr<o:p></o:p>

    "Me zesko deoc'h" eme Fañch Kreñv<o:p></o:p>

    Dont d'ober goap ac'hanon-me<o:p></o:p>

     <o:p></o:p>

    Ha neuze Fañch o vont d'ar gêr<o:p></o:p>

    O kanañ "Son ar Pilhaouer"<o:p></o:p>

    Ha neuze Fañch o vont d'ar gêr<o:p></o:p>

    O kanañ "Son ar Pilhaouer"<o:p></o:p>




  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :